Pellgargañ SPIP

SPIP 3.2.0
(13 a viz Here 2017)

Ur wech pellgarget ar restr zip a-is war hoc’h urzhiataer, e rankit he diwaskañ ha staliañ pep tra, dre FTP, war ho lec’hienn.

Pellgargañ

Staliadur emgefre

Adtapit ar restr spip_loader.php (amañ a-is) hag eilit anezhi er c’havlec’h ma fell deoc’h staliañ SPIP (ouzh gwrizienn ho lec’hienn Web, da skouer).

Pellgargañ

Goude-se galvit ar restr adalek ho lec’hienn Web ha gortozit e vefe echu pellgargañ.

Ma c’hwit ar staliadur e vo ret deoc’h adstaliañ gant an dorn adalek ar pakad a-us.

Stumm o tiorren

Diorroet eo SPIP dindan SVN. Diouzh an dro e c’hall ar stumm war ober reizhañ un draen nevez pe bezañ dizimplijadus-krenn.

Pellgargañ

Bremañ e c’hall raktres diorren SPIP ober e vad eus ul lec’hienn evitañ e-unan : http://core.spip.org/. Gallout a rit kavout warni :


Dielloù

pellgargañ ur stumm kozh Amañ e kavot stummoù kozh SPIP.


Klokadurioù

SPIP Contrib’ eo lec’hienn dave ar gumuniezh a ra gant SPIP. Warni e kavot kement hag a glaskit : bitelloù, tunioù, frammoù, ha kement zo. Gallout a rit degas ho re ivez !

Aozer Fulup Publié le : Mis à jour : 26/10/12

Traductions : عربي, asturianu, български, brezhoneg, català, corsu, čeština, Deutsch, English, Esperanto, Español, euskara, فارسى, français, italiano, 日本語, Nederlands, òc lengadocian, Português, slovenčina, svenska, Türkçe, українська