SPIP

[ar] [ast] [bg] [br] [ca] [co] [cpf] [cs] [da] [de] [en] [eo] [es] [eu] [fa] [fon] [fr] [gl] [id] [it] [ja] [lb] [nl] [oc] [pl] [pt] [ro] [ru] [sk] [sv] [tr] [vi] [zh] Espace de traduction

Pellgargañ

Petra eo SPIP ?

Kerzu 2009

Holl stummoù ar pennad-mañ :

SPIP, ur reizhiad embann


SPIP, ur reizhiad embann

Ur reizhiad embann evit ar Genrouedad eo SPIP. Da lavaret eo ? Un hollad restroù staliet war ho kont Web eo a dalvez deoc’h d’ober ho mad eus meur a arc’hwel emgefre : merañ ul lec’hienn a-stroll, pajennaozañ ho pennadoù hep bezañ rediet d’o skrivañ en HTML, kemmañ fonnus-tre framm ho lec’hienn... Gant ar merdeer a implijit evit mont dre ar Genrouedad (Mozilla, Netscape, Microsoft Explorer, Opera...) e c’hallit gant SPIP sevel ha derc’hel ul lec’hienn e-ratre dre un etrefas eeun-kenañ.

Rezhiadoù embann all zo c’hoazh. Pep hihi anezho gant he dibarderioù. phpNuke zo unan eus ar re anavezetañ hiziv; reut a-walc’h eo pa redi ac’hanoc’h d’ober gant ur framm zo diaes da cheñch evit ho lec’hienn. Mont a ra en-dro dre porchedoù enno pennadoù berr. Gwevnoc’h eo SPIP.

Troet eo war ar c’hrouiñ lec’hiennoù frammet evel kelaouennoù gant rubrikennoù, isrubrikennoù ha kement zo. Enno emañ ar pennadoù hag ar c’hemennadennoù a c’hall bezañ klokaet gant foromoù eskemm.

Perak SPIP eta ?

Ur meziant frank dasparzhet dre an Aotre Implijout Hollek AIH (GNU General Public License pe GPL) eo SPIP. Dereat eo ezhommoù meziantoù ha dafar SPIP. Kavet e vezont gant herberc’herien digoust zo zoken (s.o. ar FAG hag ar sturlevr staliañ evit muioc’h a ditouroù - pe, evit mont fonnus : PHP+MySQL).

Dasparzhet eo SPIP evit netra war al lec’hienn-mañ.

Tu mat SPIP eo e c’haller drezañ...

-  merañ ul lec’hienn Web e doare ur gelaouenn, da lavaret eo e vo kavet enni dreist-holl pennadoù ha kemennadennoù enframmet en ur gwezennadur rubrikennoù an eil e-barzh eben. Evit gouzout hiroc’h gwelet roll klok dezverkoù SPIP.

-  diforc’hañ penn-da-benn ha rannañ etre tud disheñvel tri seurt trevelloù : an aozadur grafek, ar skridaozañ gant kinnigoù kemennadennoù ha pennadoù ha mererezh embann al lec’hienn (aozañ ar rubrikennoù, kadarnaat ar pennadoù kinniget...).

-  disammañ ar webmestr hag holl berzhidi al lec’hienn eus un toullad labourioù enoeüs a-fet embann war ar Web. N’eus ket ezhomm kennebeut da dapout barregezhioù teknikel zo hir da zeskiñ betek re. Un aes eo staliañ SPIP a-drugarez d’un etrefas eeun a ya pazenn-ha-pazenn. Ur wech echu e c’hallit kregiñ diouzhtu da sevel ho rubrikennoù hag ho pennadoù.

Setu aze perzhioù SPIP...

Evit ar skridaozerien hag ar verourien

-  Un etrefas Web eo, aes-kenañ da embreger, a c’haller drezañ kinnig pennadoù, berrskridoù ha merañ buhez al lec’hienn hep poan. Gant ar berradennoù tipografek e c’haller pajennaozañ un destenn hep tremen dre an HTML. Gant se e c’hall forzh piv kemer perzh er skridaozañ, ken aes eo ha skrivañ ur postel.

Evit ar webmestr

-  Termenet eo an neuz grafek hag ar merdeiñ e-barzh frammoù HTML (pe "furmadoù skouer") a ginnig pep hini anezho un tres gwelet (da skouer ur weladenn evit pajenn ar meneger, unan all evit ur rubrikenn hag un diverrañ eus an endalc’had, un drede evit munud ur pennad, ur bevare evit munud ur berrskrid). Termenet eo ar mod da lakaat danvez skrivet al lec’hienn er pajennoù-se dre meni balizennoù HTML aes a-walc’h d’ober ganto.

-  N’eo ket bevennet en a-raok gant SPIP barregezhioù grafek ha merdeiñ al lec’hienn. Gant webmestr al lec’hienn eo termenet an holl frammoù. Gallout a ra SPIP merañ elfennoù zo eus al lec’hienn tra ma vo meret re all gant an dorn pe gant reizhiadoù emban all zoken (gant ma vo ar re-se ken degemerus ha SPIP, evel-just)

Evit ar weladennerien

-  Ur reizhiad krubuilh war lodenn foran al lec’hienn a dalvez da vuanaat al lec’hienn kuit da sevel un niver bras a rekedoù ouzh an diaz titouroù. Talvezout a ra, ouzhpenn, da herzel ouzh sac’hadennoù an diaz (ar pezh a c’hoarvez alies war ar servijerioù soulgarget) : evel-se e c’hom implijadus al lec’hienn en ur mod treuzwelus ha pa ne vefe ket tu da zegas kemmoù en endalc’hadoù ken (zoken evit ar pezh a sell ouzh lezel kemennoù war ar foromoù).

-  Ul lusker enklask ha menegeriñ enframmet e SPIP. Mard eo gweredekaet gant ar webmestr e talvez da sevel enklaskoù war holl endalc’hadoù al lec’hienn foran.

Tuioù gwan

Ken gwevn eo SPIP ken n’eus ket ezhomm nemeur a strivoù a-berzh ar webmestr evit kemmañ ar c’hinnig dre ziouer. Er c’hontrol d’ar reizhiadoù reut-tre evel phpNuke e-lec’h ma c’hallit cheñch al livioù hag al logo en ur bouezañ war ur bouton (met setu aze tout ar pezh hoc’h eus ar gwir da ober) e rank webmestr SPIP deskiñ tammoù traoù diwar-benn ur meni HTML a dalvezo dezhañ d’ober ar pezh a garo war-lerc’h koulz lavaret.

Dont a ra SPIP gant ur furmad etrefas merdeiñ klok-kenañ ; kerkent ha ma’z po kroget da sevel endalc’had ho lec’hienn e c’hallo bezañ gweladennet hag e raio gant an etrefas grafek lakaet dre ziouer. Evel-just, e c’hallo webmestr al lec’hienn krouiñ e etrefas grafek dezhañ e-unan mar fell dezhañ.

Evit an dazont ez eus bet soñjet kinnig meur a zoare kinnig gant SPIP, ar pezh a dalvezo d’ar pep brasañ eus ar webmistri da adimplijout unan anezho a vo diouzh o grad, kuit na vefe re vras ar striv personelaat.

Skouerioù

Skouer istorel implij SPIP eo ar webzin uZine2 (kod dibar al lec’hienn-se eo zo bet implijet evit krouiñ kod generek SPIP). E-touez lec’hiennoù all a ya en-dro gant SPIP e c’hallomp menegiñ hini ar Le Monde diplomatique pe hini Daktu.

Kenderc’hel...

A-benn mont pelloc’h hag ober da vat gant SPIP e vo talvoudus deoc’h lenn an teulioù skoazell hag ar "pazennoù kentañ" kinniget ar rubrikenn-se. Rolloù skignañ a c’hallit implijout ivez evit sevel goulenno, eskemm tunioù ha bitelloù. Ken bremaik !


Gwelet framm ar bajenn-mañ Lec’hienn bet savet gant SPIP | Espace de traduction | Lodenn brevez